a ginnig deoc'h
Eus al Lun d'ar Gwener da 08:15 | 08:45 | 09:15 | 17:30 | 18:45
Keleier Breizh diouzh ar mintin, ha d'an abardaez, kaset da benn gant ur skipailhad kazetennerien e bro Leon, Kerne, Treger ha bro Gwened.
Selaouit an holl reportajoù hag atersadennoù : AMAN !
Dilennadegoù prezidant 2012 :
selaouit an diviz politikel e brezhoneg etre dilennidi eus 5 strollad politikel disheñvel. Un abadenn bet enrollet e Kemper d'an 10 a viz Ebrel 2012 ha kenaozet gant ar 4 radio, Brezhoweb ha Tebeo :
Lodenn 1 : an ekonomiezh hag an aferoù sokial
Lodenn 2 : yezh, aozadur ar vro, an digreizennañ
keleier 5:30
Jean-Marc Ayrault anvet ministr ketañ bro C'hall.
Hiziv neus kemeret François Hollande e garg a brezidant en ofisiel e-korv un devezh lid a-bouez.
Àr-lerc'h bout n'um gavet e palez an elize ha bout komzet get Nikolaz Sarkozy durant un hanter euriad, neus lâret kenavo dezhon. Bet eo àr bez ar soudard dianav edan an arc de triomphe e pariz, roet neus inour da Jules Ferry ha da Marie Curie. E ti-kêr Pariz eo bet iwez. Pad eo waet kuit ag an ti-kêr e oa Jean-Marc Ayrault e-tal dezhoñ. Hennezh zo bet anvet ministr ketañ ar vro. A-c'houde pell int feal an daou zen an eil d'egile. Jean-Marc Ayrault zo maer Kêr-Naned a-c'houde 1989 hag e penn an deputeed ps er vodadeg broadel a-c'houde pemzek vlez. Selaouamp doh soñj François Marc, senedour PS Penn ar Bed, aterset get Anne Gouerou.
amañ
Un diskoulm evit skol diwan Lesneven?
Hag e vo kavet un diskoulm evit lojañ skol Diwan Lesneven 'ba savadurioù dereat?
Ar lec'h m'emañ bremañ, ur lodenn a skolaj kozh Itron-Varia Lourdes, 'vehe da vout distrujet peogwir ne zouja ket doh ar reolennoù surentez. Ur lodenn arall ag ar skolaj kozh mañ, hag a zo just 'e-tal skolaj Sant-Fransez, 'oa kinniget da Ziwan penn kentañ ar blez, met kêr-ruz eo koust ar labourioù da reneveziñ ar savadur. Neuze 'zo tabut a-c'houde meur a viz àr ar sujed mañ 'ba kreiz Bro-Leon. Nevez 'zo 'oa gwelet dilennidi a gêr Lesneven 'ba Gwiseni, evit, doh ma lare tud Wiseni, kinnig degemer ar skol kentañ derez eno. Selaouomp Yann Jestin, kuzulier kêr 'ba Lesneven, 'ra àr dro an doser. Get Erwan Blanchard.
An atersenn
Treujenn-gaol vo klevet ba Gronwel.
Èl bep blez e vo savet fest an dreujenn-gaol eno adal diriaou ha betag disul. Abadennoù sonerezh a-bep seurt get sonerion é tonet a vaez-pro èl Turki, enezenn ar Reunion, Colombia, Norvegia, Moldavia, ha c'hoazh. Bout 'vo iwez moaien da zijoleiñ ar benveg-mañ ha d'ober taolioù-añsi. Mickael Derrien zo perzh e aozadur ar fest get ar gevredigezh Paotred an Dreujenn Gaol. Soner klarinetenn eo iwez.
Hiroc'h neus lâret da Yaelle ar Mouel